Tracy Chapman

Tracy Chapman

Tracy Chapman, ganet d'an 30 a viz Meurzh 1964 e Cleveland (Ohio, Stadoù-Unanet), 'zo ur ganerez amerikan. Emañ o chom e San Francisco, disrannañ a ra mat he buhez personel ha micherel avat. Skrivañ a ra kanaouennoù stourm (Talkin' 'Bout a Revolution, an hini anavezetañ anezhe) pe hiniennel-tre, o vont gant he gitar a-dreuz doareoù muzik disheñvel : folk, rock, reggae. E-touez he c'hanaouennoù all emañ Fast Car, Baby Can I Hold You, Give Me One Reason ha Telling Stories a zo brudet ivez.

Gwerzhet he deus 40 milion a bladennoù dre ar bed.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy